Nantes Saint-Nazaire Vannes Lorient Quimper Paris Rennes Centre Brest
Photos du jour Vidéos du jour Newsletters rss facebook twitter le blog Mobile
Dico breton :
ABP logo
Brezhoneg  
 Jeudi 2 septembre 2010. Il est 21h58
logo
ABP est un média indépendant financé par ses lecteurs

carte de bretagne
 
image

NOUS AVONS RECU :
Communique de presse
Atlas nevez ar yezhoù gant an UNESCO - Emañ c'hoazh ar brezhoneg war roll ar yezhoù en arvar bras

Source : Office de la Langue Bretonne 44
Porte parole: Visant Roue
Publié le 19/03/09 5:12

CARHAIX/KARAEZ D'an 19 a viz C'hwevrer 2009 e oa bet embannet gant an UNESCO ur stumm nevez eus e atlas eus ar yezhoù en arvar. Gwelet a ra Ofis ar Brezhoneg, gant keuz, daoust ma n'eo ket souezhet-bras, emañ c'hoazh ar brezhoneg war roll ar yezhoù “en arvar bras”. Kadarnaet eo an dielfennadenn-mañ gant disoc'hoù sontadeg TMO kenurzhiet gant Fañch Broudig hag a zo bet kinniget d'ar gazetennerien ar sizhun dremenet.

E-pad an dek bloavezh diwezhañ eo aet politikerezh yezh ar strollegezhioù war an tu mat e Breizh. Gant ar galloudoù foran, an Ofis, ar c'hevredigezhioù, e vez kaset da benn ul labour bras, n'en deus ket e bar en hon istor. Gant ar C'huzul-rannvro, da skouer, ez eus bremañ ent ofisiel ur politikerezh yezh gant an destenn diazez a oa bet votet e miz Kerzu 2004. Anat eo, koulskoude, n'eo ket bet lakaet an doareoù efedusañ da advevañ ar brezhoneg da vont en-dro da vat c'hoazh. En deskadurezh emañ an Ofis o soñjal peurgetket, rak kaer o devez an hentadoù divyezhek mont war-raok, ret e vez dezho talañ ouzh diaesterioù bras evit a sell ar frammañ, ha skoilhet e vez o emdroadur. Dre se eo anat ne vo ket tizhet pal ar C'huzul-rannvro, a oa kaout 20 000 a vugale en hentadoù divyezhek ac'hann da 2010 (un tammig ouzhpenn 12 000 zo hiziv an deiz). Un dachenn strategel eo an deskadurezh koulskoude, ha n'eus nemet ganti e vo gallet, a-benn ar fin, reiñ lañs en-dro da dreuzkas ar yezh er familhoù. Evel ma skriv an UNESCO d'ar c'houlz ma embann an atlas nevesaet-se, “gant politikerezhioù yezh lañsus ez eus bet gallet kreskiñ an niver a gomzerien evit meur a yezh engenidik”.

Ma fell dimp ez afe buan saviad ar brezhoneg war an tu mat e vo ret pouezañ buan evit ma vo progammet frammadur ar c'hinnig deskadurezh divyezhek. An doare nemetañ eo da suraat amzer da zont ar yezh keltiek nemeti a vez komzet war douar-bras Europa.

Lena Louarn,

Prezidantez Ofis ar Brezhoneg ■

le la les un de a au des une

Pal Ofis ar Brezhoneg eo termeniñ ha lakaat da dalvezout an oberoù da embreger evit kas war-raok ha diorren ar brezhoneg e kement tachenn zo er vuhez sokial ha foran.
Ofis ar Brezhoneg, diazezet e miz Mae 1999 diwar intrudu Rannvro Breizh, gant skoazell Ministrerezh ar Sevenadur hag ar C'hehentiñ, a labour evit ar strollegezhioù lec'hel pennañ e Breizh (rannvro, departamantoù, kêrioù), hag e c'hall labourat er pemp departamant a Vreizh. Voir le site

\"mail\" Auteur    \"mail\"Commenter    \"mail\"Ami(e)    print    folder Centre-Ouest-Bretagne     folder Office de la Langue Bretonne 44    
Partager Atlas nevez ar yezhoù gant an UNESCO - Emañ c'hoazh ar brezhoneg war roll ar yezhoù en arvar bras sur :     twitter    digg    delicious    technorati   



Lectures : 512
                  ----Publicité et Partenariats----      

Derniers articles de Office de la Langue Bretonne 44